Kresteneg

Kresteneged

Un nebeud kresteneged
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Arthropoda
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ur c'hresteneg a zo ul loen graet e groc'hen gant un danvez kalet a-walc'h. Tennet eo bet an anv eus ar ger kembraek crestog.

Ar c'hresteneged (Crustacea) zo un isskourrad eus an artropoded, ennañ war-dro 52 000 spesad deskrivet. En o zouez e kaver loened anavezet mat evel ar c'hranked, ar grilhed, ar chevr ha kement zo.... Ar pep brasañ anezhe a vev en dour, en dour dous pe en dour sall, met lod anezhe a vev war an douar evel kranked zo, ar moc'h-koad ha re all. Goloet e vez o c'horf gant un ezrelegenn peurliesañ hag analiñ a reont war-bouez brenkoù. Vic'hanerien int.

Ar pep brasañ zo gouest da fiñval o-unan met lod eus an taksaoù zo arvevat hag a vev staget ouzh ul loen all (evel ar bronnoù-kranked, al laou-pesked pe ar pavilhonoù), ha re all a vev evel ar garilied, stag ouzh ar c'herreg.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in